Ren ar bervadurioù
Prantad skoempañ hon obererezh an hini eo moarvat. Meur a vizvezh berviñ a zo ret evit kaout ur chistr a-zoare. Evit se hon eus ur veollec'h aerreizhet 350 m² dezhi hag un daou-ugent bennak a veolioù enni.
Pazenn gentañ : ar sklaeraat rakbirviñ
War-lerc'h ar gwaskerezh, hag e-pad ur pe teir sizhun, e vez ar chug o sklaeraat en un doare naturel dre c'helekaat ar pektin anezhañ. Ur gwiskad anvet « tog gell » a vez o stummañ war ar gorre.
Pa zeu ar sklaeraat naturel-mañ da vat e vez perzh e finded blaz ar chistr. Dizentonnet eo ar chug sklaer en ur veol all neuze.
D'ar stad-mañ n'eur ket kroget gant ar bervadur alkoolek c'hoazh.
Eil pazenn : ar bervadur kentañ
War-lerc'h an dizentonniñ, dre berzh ar goelloù a zo er chug en un doare naturel, e krog ar chistr gant e vervadur alkoolek kentañ (gant ar goelloù e vez troet ar sukr en alkool).
Turmudus eo ar bervadur kentañ peurvuiañ ha ret eo gorrekaat start anezhañ goude ur pe div sizhun.
Evit se e vez ret dizentonnañ un eil gwech ha silañ pe tronizhañ ar chug.
Trede pazenn : an eil bervadur
Dre berzh an oberiadurioù sklaeraat ha freskted ar veollec'h e c'heller gorrekaat ar bervadur. Kroget e vez neuze gant an eil bervadur a bado 4 miz hag ouzhpenn.
Gant ar bihan m'eo ar birviñ e c'hell ar frondoù kemplezh en em zispakañ brav.
Ur prantad skoemp eo ha ret eo heuliañ a-dost emdroadur organoleptek (blaz, c'hwezh, gwiadezh, liv) ar beoliadoù.