Hor produioù
Ha reoù hag a blij deomp adwerzhañ
HOR CHISTROÙ
(37,5 kl - 75 kl - 150 kl)
Frammet ha kreñv eo hor chistr kalet ha dezhañ ez eus ur blazig c'hwerv hag a ra d'e frondoù chom pell er genou.
(37,5 kl - 75 kl - 150 kl)
« Ijinet er gêr » eo ar chistr frouezh-blazet : ur chistr cheuc'h an hini eo, dezhañ frondoù fin kenañ. Degas a ra e notenn drenk ur santadur freskted er genou.
(37,5 kl - 75 kl)
Hag eñ an dousañ eus hor chistroù n'eo ket evit afer-se ez eus nebeutoc'h a berzhioù heverk dezhañ: ur chistr brokus eo, kempouez ha ront er genou.
CHUG AVALOÙ HA PELESTRADOÙ DIBAR
Hegerz e SEB 3L ha 5L.
Diwar avaloù-chistr e vez fardet ar chug avaloù Coat-Albret ivez ha dre se e vir ennañ perzhioù hor seim : frouezh-blazet tre eo, trenk un disterañ, kreñv ha trebadus er genou.
Hegerz e boutailhadoù 75 kl.
Diouzh ar c'houlz-bloaz, an avaloù hag ar c'hoant e tegouezh deomp fardañ pelestradoù dibar.
Ar chistr « Rovelieg » zo ur chistr fardet nemet gant avaloù dibabet e tiez tri froduer eus Rovelieg, ur gêriadenn hag a zo un nebeud kilometroù eus ar chistrerezh. Ur chistr divoutin eo, hag a c'heller mirout e-pad pell, kreñv, ront ha c'hwerv-dous… da dañva !!
AN HINI DREISTKALET
AR PRODUIOÙ A BLIJ DEOMP ADWERZHAÑ
- Gwinizh (gwenn) : Dous gant saourioù trenk, frouezh-blazet (rusk orañjez c'hwerv) ha spiset (koriandrez).
- Melen : Notennoù bleuñv ha geot c'hwerv un disterañ.
- Alaouret : Dous gant blazioù frouezh (per, bananez) ha spisoù (tach jenofl).
- Goularz : Notennoù skañv karamel ha malt.
- Brizh-Du : Saourioù frouezh (per, bananez) ha spisoù (tach jenofl), gant ur blazig kras ha mogedet un disterañ e dibenn al lonkadenn.
- Goañv : Un tamm korfek gant notennoù mel ha spisoù. Bier diouzh ar c'houlz-bloaz .
- Bier Nedeleg : Dous ha ront, gant notennoù frouezh ruz hag un notennig karamel gell (hegerz e miz Kerzu hag e miz Genver).
- Chug avaloù biologel graet gant It. hag Ao. Hignet e Chapel-ar-Veuzid (35)
- Chistr Real Guillevic fardet gant ar chistrerezh Nicol e Surzhur (56)
- Ar chouchenn Chamillard graet gant ar chistrerezh Le P'tit Fausset e Merdrigneg (22)
- An Avaleg, ar Priñs Bihan Guillevic (avaleg gwenn) ha lambig fin Breizh (odivi diwar chistr) produet e strilherezh ar Gorvelloù e Sulnieg (56)
- Ar chistr-per Fournier fardet e La Lacelle (61)