Penaos e vez fardet hor chistroù
Eus an avaloù d'ar werennad chistr…
Labourat a reomp gant ouzhpenn ur c'hant bennak a bourvezerien hag a zegas deomp frouezh eus an dibab ha dastumet dreist pa vezont azv. Dont a ra an avaloù, ar seurtadoù kozh peurgetket, eus gwerjeoù hengounel a zo 20 km tro-dro d'ar chistrerezh. Gant seurt pourvezañ e c'heller kaout ur chistr eus ar vro frondoù kemplezh dezhañ koulz ha kemer perzh e derc'hel ar vevliesseurted hag ar c'harzhaoueg.
Pep seurtad avaloù a zo dezhañ perzhioù dibar a-fet blaz.
Renket e vezont e pevar kerentiad bras peurvuiañ :
An avaloù dous
Bedan Ruz, Bihan Dous, Dous an Nouette, Troad Hir,…
An avaloù c'hwerv-dous
"Noël des champs", Bedan Gwenn, Dous Moën,…
An avaloù trenk
Lokard Gwenn, Ruzig Dol,…
An avaloù put
Avrolles, Lokard Roudennek, Bihan Melen,…